An embregerzh

Krouet eo bet Studi ha Dudi e 1994 (war an anv kentañ « Etre dec’h hag arc’hoazh ») gant ar palioù pennañ-mañ :

  • reiñ buhez da Greizenn Plijidi gouestlet d’ar Brezhoneg, da Sevenadur Breizh ha d’ar Glad,
  • krouiñ hag aozañ eno obererezhioù ha dudioù a rafe ton d’ar Brezhoneg, da Sevenadur Breizh ha d’ar Glad (natur, en-dro, arkeologiezh, istoar, yezh, bed sokial) evit Breizh met dreist-holl evit Plijidi hag ar vro tro war-dro,
  • aozañ tabutoù, prezegennoù, emgavioù, diskouezhadegoù, stajoù pe oberezhioù a bep seurt war ar sevenadur e Kreizenn Plijidi pe tro-dro.

Abaoe eo bet krouet ar gevredigezh, ez eus bet dalc’het liammoù kreñv etre Studi ha Dudi ha Skolaj Diwan Bro Dreger (staliet ivez e Plijidi) evit ma c’hallfe an div gevredigezh kas war-raok e Kreizenn Plijidi raktresoù gouestlet d’ar brezhoneg ha da Sevenadur Breizh.

Studi ha Dudi en deus ur c’hKuzul Merañ gant etre 13 ha 16 ezel (etre 7 ha 10 ezel hiniennel ha 6 ezel dre wir) hag ur Burev (izili hiniennel nemetken enañ).

Ar burev :

  • Serge AUBIN, prezidant
  • Yolande BARBEDETTE, besprezidantez
  • Nadia DRUILLENNEC, teñzorourez
  • Regis DUBEE, sekretour