Arc’hantaouiñ

Stummadur dibaouez

Gallout a ra Studi ha Dudi sevel stummadurioù evit an dud a c’hall kaout sikourioù pe yalc’hadoù a-drugarez d’ar stummadur dibaouez (CPF : compte personnel de formation). An teuliadoù a renk neuze bezañ leuniet ha kaset a-raok ma grogfe ar stummadur.
N° aozadur stummañ : 53 22 07956 22

KSDS

Kreizenn Stummañ an Danvez Skolaerien

Forzh peseurt kelenner pe danvez-kelenner eus ar C’hentañ pe d’an Eil Derez, evit ar skolioù publik, katolik pe Diwan, en deus lakaet e anv war ur staj brezhoneg kaset gant Studi ha Dudi war e amzer vak hag a bae ar staj-se e unan a c’hall kaout ur yalc’had gant KSDS (Kreizenn Stummañ an Danvez Skolaerien) evit ar frejoù stummañ. Deoc’h c’hwi da vont e darempred gante.

Chekennoù Vakañsoù

Aotreet eo Studi ha Dudi abaoe 2008 evit degemer ar Chekennoù Vakañsoù evit paeañ ar stajoù.
Ma peus c’hoant da c’hoût hiroc’h war gement-tra zo a den d’ar baeamant, goulennit digant Studi ha Dudi (02 96 13 10 69).