STAJ BREZHONEG D’AN 13 A VIZ HERE 2018

Staj kentañ ar bloavezh 2018/2019 a vo d’an 13 a viz Here 2018 e “Kreizenn da ziorren ha da dreuzkas ar glad ha senevadur Breizh”, 6 rue Sant-Pêr, e Plijidi.

Degemer a raimp ar stagidi deuet warlene hag ar re a zeuio ar bloaz-mañ gant plijadur.

Erru eo poent d’en em enstrivañ. Bep seurt live a zo kinniget evit ma kavfe pep hini e blas hag e blijadur.

Ar C’hentelioù a vo etre 9e30 beure ha 5e30 d’abardaez, gant un ehan da verenn. Degasit ha pred mar karit pe mirit un pred da Studi ha Dudi. Debriñ a raio an holl asambles er gantinenn.

Deuit e darempred ganeomp ma sav goulennoù ganeoc’h.

A galon