Stajoù 2018-2019

Adkregiñ a ra Studi ha Dudi gant un abadenn nevez stajoù brezhoneg, sonerezh ha kan. Ar stajoù a vo war 8 dibenn-sizhun un pe daou devezh etre miz Here ha miz Mae. Setu ar roll :

D’an 13 ha d’ar 14 a viz Here:
– Akordeoñs diatonek (Tangi Le Gall-Carré)
– Kan ha Diskan (Louis-Jacques Suignard – d’ar sadorn nemetken)
D’an 10 a viz Du:
– kan e gallaoueg (Rolland Brou)
D’an 8 ha d’an 9 a viz Kerzu:
– Fleüt treuz (Jean-Michel Veillon)
– Violoñs (Gabriel Faure)
D’an 12 ha d’an 13 a viz Genver:
– Gitar (Soïg Siberil)
D’an 9 a viz C’hwevrer:
– Teknik ar c’han (Marthe Vassallo)
D’an 2 a viz Meurzh:
– Sonnioù bro Dreger (Jañ-Mai Priol)
– Telenn (Hoëla Barbedette)
D’ar 6 ha d’ar 7 a viz Ebrel:
– Treujenn-gaol (Guillaume Le Guern)
– Jubennerezh/Ambrougerezh (Alan Madec)
D’an 18 ha d’an 19 a viz Mae:
– Binioù (Youen Bihan)
– Bombard (Yves Berthou)

Ur staj brezhoneg a vo bep sodorn e-pad an 8 dibenn-sizhun-se. Ur staj 5 devezh a vo eus an 18 betek an 22 a viz C’hwevrer 2019.

An holl titouroù zo war ar pleg-dibleg.
Gallout a rit pellgargañ ar follenn enskirvañ amañ.

Evit gouzout hiroc’h: stages@studi-ha-dudi.bzh pe 02.96.13.10.69

Stajoù an hañv

Evel bep hañv e vez aozet gant kevredigezh Studi ha Dudi ur sizhunvezh stajoù brezhoneg, sonerezh ha kanv.

Brezhoneg

Ar staj brezhoneg zo digor d’an holl (4-5 live) : deraouidi rik pe tud c’hoant gante gwellaat o barregezhioù war ar yezh. Ar c’hentelioù a vo etre 9 eur hanter diouzh ar beure ha 5 eur hanter goude merenn.
5 devezh staj evit deskiñ komz ha kaout plijadur o komz brezhoneg = Ur sizhunvezh a blijadur hag a dudi !

Kan

Teknik ar c’han – Stéphanie Pinard – d’ar meurzh 17 a viz Gouere

Un diplom Stad war teknik ar vouezh he deus Stephanie Pinard. Deskiñ a reot kalz traoù ganti hag a zo kustum da vont war al leurenn kement a da reiñ kentelioù kan.

Er roll : ar mod da charre e vouez gant ul labour war ar son, war an teknik, penaos en em zerc’hel, penaos kas ur son, tennañ e alan ha fiziologiezh ar vouez.

Kan ha diskan – Anne Auffret – d’ar merc’her 18 a viz Gouere : Dañs Plinn

Kanañ a ra Anne gant ur vouezh dibar hag e son telenn ivez. Emañ o chom e Bulad Pestivien ha gouzout a ra an dañsoù hag an tonioù a zesko deoc’h e-pad an devez studi: re an dañs plinn.

Kan ha diskan – Armel An Hejer – d’ar yaou 19 a viz Gouere : Dañs Fisel

Ur vouezh en deus Armel an Hejer hag a oar bezañ tomm, c’hwek, kreñv. Ur stil dezhañ e-unan en deus: meskañ a ra traoù diouzh ar c’hiz kozh, traoù nevez, ur sell war ar pezh a vez graet e lec’hioù all. Anavezet eo evit bezañ unan eus gwellañ kanerien eus e rummad.

Kan ha diskan – Lors Jouin – d’ar gwener 20 a viz Gouere : Gavotenn

Skrivañ a ra e ganaouennoù, sevel a ra an tonioù, kanañ a ra, ur mailh eo war ar c’han-ha-diskan. Lors Jouin a zo ur gwir “foeter-bro” hag en deus dastumet kalz traoù digant ar re gozh. Ar gavotenn a vo sujed an devezh studi kaset en-dro gant un den leun a fent hag ampart tre.

Sonerezh – deus an 18 betek an 20 a viz Gouere

Fleüt-treuz – Yannig Alory

Seniñ a ra Yannig ar fleüt treuz e strolladoù brudet evel Carré Manchot pe Titom. Gwelet e vez ivez war leurennoù gant Marc Thouenoù pe Antonin Volson. Gouzout a ra treuzkas e ampartiz peogwir eo kelenner fleüt ivez.

Er roll :
– tonioù Bro-Iwerzhon hag eus Breizh (tonioù dañs kentoc’h)
– derc’hel ar fleüt, kavout an neuz mat, reiñ ur stumm d’an ton, penaos tennañ e alan, an notennoù da glinkañ an ton, ar pouezadur

Akordoñs – Ronan Bléjean

Sonerien ha kanerien hengounel zo e gerent. Seniñ a ra tonioù eus Breizh kement ha tonioù eus Bro-Iwerzhon gant e akordeoñs diatonek. Seniñ a ra e strolladoù evel Joa, Jamie McMenemy 4, Darhaou, ar vreudeur Bléjean…

Kinnig a ra ur staj war tonioù eus Breizh, Bro-Iwerzhon, Bro-Skoz, gant ul labour war al lusk, ar c’hlinkadurioù, ha labour an dorn kleiz.

Deuit gant un akordeoñs e Do#-Re pe La-Re kentoc’h, moaien a vo d’ober gant unan e Sol-Do ivez

Gitar – Heikki Bourgault

Soner gitar er strollad Ampouialh hag e Y-F Kemener trio eo Heikki. Ledanoc’h eo e jeu gant ar c’hlotad digor, un doare da seniñ dezhañ e-unan, livet, leun a ijin ha disheñvel.

Er roll : labourat war an “accordage DADGAD” war-bouez al lusk, ar groove, an henson, ar c’hlinkadurioù, c’hoari ar bizied, teknik ar mediator. Desket e vo tonioù da zañsal ha tonioù a boz ivez, eus Bro-Iwerzhon, Breizh pe Bulgaria.

Violoñs – Alan Paranthoën

Gwelet e vez Alan e meur a festoù-noz gant ar strollad Spontus abaoe 1996 met ivez o seniñ gant e vreur Youen Paranthoën.

Dre deskiñ sonnoù hengounel da zañsal e kinnig deoc’h ul labour war ar c’hlinkadurioù, war ar violoñs da selaou ha war ar stumm e kenver an dañs.

Titouroù

Ne vez degemeret an enskrivadur nemet pa vez resevet ar follenn enskrivañ asambles gant ur rakpaeamant a 50 € (ar rakpaeamant ne vo ket restaolet ma ne zeuit ket d’ar staj).
Ur staj a c’hall bezañ nullet ma n’en em gav ket a-walc’h a dud evit ar staj-se.
Ar prizioù menneget zo evit an dud a bae o staj o unan kuit da sikour ebet. (kit da wellout an titouroù war ar sikourioù a c’hallit kaout).

Kinniget e vo un abadenn bep noz : gweladenn, c’hoarioù, film, beilhadeg…
D’ar yaou 19 d’an noz e vo pedet holl ar stajidi hag o kelennerien dont war al leurenn evit ur fest-noz. Ur mare plijus hag un digarez da ziskouez petra zo bet desket!

Deuit e darempred ganomp evit gouzout hiroc’h pe evit kaout ar pleg-dibleg dre ar post.

Stajoù akordeoñs ha fleüt treuz d’ar 26 ha d’ar 27 a viz Mae 2018

Daou staj a vo d’ar 26 a viz Mae ha d’ar 27 a viz Mae a zeu: gant Malo CARVOU e vo ar fleüt treuz ha gant Youen BRODROS e vo an akordeoñs diatonek.

-> ar staj fleüt treuz kaset en-dro gant Malo CARVOU, “Ur mailh war e sonerezh hag a oar kas anezhi brav”, hervez Jean-Michel Veillon

Er roll : tonioù eus Breizh, Bro-Iwerzhon pe eus Europa ar Reter, diouzh c’hoant ar stajidi.
Penaos seniñ un ton a oa kanet da gentañ.
An teknik diazez: delc’her mat ar benveg, lakaat anezhañ er genou, c’hoari gant ar bizied warnañ

-> ar staj akordeoñ diatonek kaset en-dro gant Youen BODROS. Gant un DE war sonerezh ar vro eo Youen. Klevet e vez o seniñ er strolladoù “Le Bour-Brodros Quintet” ha “Le Bour-Brodros duo”

Er roll : gavotenn “swing” ar menez, dañs fisel, dañs plinn, ar stumm, c’hoari gant an dorn kleiz… Deuit gant un akordeoñs e Sol/Do.

 
Kasit ur postel deomp da stages@studi-ha-dudi.bzh evit gouzout hiroc’h hag evit lakaat hoc’h anv. Pe pellgomzit da 02 96 13 10 69
Bod ha boued war blas: muioc’h a ditouroù war ar stajoù sonerezh

Stajoù a zeu

En ur c’hortoz mouioc’h a ditouroù, setu roll deizhiadoù ar stajoù a zeu.

Stajoù brezhoneg :

– d’ar 14 a viz Ebrel
– d’ar 26 a viz Mae
– staj ur sizhun : deus ar 16 betek an 20 a viz Gouere

Stajoù sonnerezh ha kan :

– biniou ha bombarde : d’ar 14 ha 15 a viz Ebrel
– akordeoñs ha fleüt treuz : d’ar 26 ha 27 a viz Mae
– teknik ar c’han : d’ar 17 a viz Gouere
– kan ha diskan, akordeoñs, fleüt treuz, violoñs, gitar : deus ar 18 betek an 20 a viz Gouere

Kit e darempred ganomp !