Kreizennoù vakañsoù e brezhoneg

Dao, pschiit, schlak !

Etre 8 ha 12 bloaz
Deus ar sul 8 betek ar sadorn 14 a viz Gouere 2018

Lakaat ur fuzeenn da nijal, sevel ur vilin avel, ober gant nerzh an dour, selaou froumoù ar soniadoù… Ur sizhunvezh dic’hortoz, leun a daolioù esae a bep seurt, gant surentez ha doujañs ouzh an endro.
Amprouiñ ha krouiñ gant bitrakoù, ober gant traoù adimplijiet : an danvez skiantourien a gerzho war roudoù Newton hag Archimede gant fent ha plijadur !

Pellgargit fichenn ar c’hamp

Dao Pschiiit Schlak 2017

Vakañsoù ha plijadur ‘ba Plijidi

NULLET

Etre 7 ha 12 bloaz
Deus ar sul 29 a viz gouere betek ar sadorn 4 a viz eost 2018

Deus da dremen vakañsoù en ur geriadenn vihan e Bro Dreger, e kreiz an natur lec’h ma ‘z eus plas forzh pegement evit galoupat ! E pelec’h ‘ta ? ‘Ba Plijidi evel-just !
Diouzh beure e lakai da votoù, ha gleb e vefont gant glizh ar mintin. E-pad an deiz ez aimp da zizoloiñ kevrinoù bourk Plijidi hag an tro war dro. Evit debriñ e vo dav dit degas rekipeoù evit fardañ boued ! Ha diouzh an noz, a-raok mont da gousket, e vi treuzkaset ‘ba bed saourus ar veilhadegoù dic’hortoz. Ur sizhunvezh leun a souezhadennoù !

Pellgargit fichenn ar c’hamp

Evit lakaat anv ho pugel ?

Pellgargit an diell a-us, ha kasit anezhañ leuniet deomp da Studi ha Dudi – 6 hent Sant Per -22720 Plésidy, gant ur chekenn 100 euro.

Pellgargit ar follenn enskrivañ

… mat da c’hoût !

Degemeret e vez ar Chekennoù vakañsoù
Aotre JEP (Kevredigezh “Jeunesse et Education Populaire”) tapet e 2007 (DDJS Aodoù an Arvor (Niv 22 JEP 084).

Kreizennoù vakañsoù all e brezhoneg…

Labourat a ra Studi ha Dudi e-barzh ar bodad-labour “Dudioù e Brezhoneg ha e Gallo” krouet gant an UBAPAR :

  • kas war-raok stajoù ha kreizennoù vakañsoù nevez
  • stummañ buhezourien ha renerien ar greizennoù vakañsoù (diplomoù DABU ha DARE kaset e brezhoneg)
  • brudañ holl asambles ar greizennoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallo (embann ul levrig bep bloaz…).

Evit goût hiroc’h war ar greizennoù vakañsoù kaset gant hor genseurted (An Oaled, Ti ar C’hoadoù, Gevred, COCOPAQ, Assembiées Gallèses, KLT, KEAV, La Fédé…) kit war lec’hienn an UBAPAR : www.ubapar.bzh