Obererezhioù all

Dudioù, diskouezhadegoù, devezhioù “dorioù digor”, kendiviz diwar-benn an divyzhegezh, beilhadegoù, nozhvezhioù “cinema”, labour kaset war ar glad, raktres war ar gwenojennoù… Studi ha Dudi a gas kalz a raktresoù pe war-eeun, pe en ur genlabourat gant kevredigezhioù all, gant an dilennidi, pe c’hoazh gant tud ‘zo. Amañ dindan e kavfet un tañva eus al labour-se…

1/ Raktres war ar gwenojennoù

Etre 2007 ha 2014 Studi ha Dudi ‘neus labouret evit Emglev Kumunioù Boulvriag evit ur raktres war ar gwenojennoù : gwelaat ar gwenojennoù digoret dija, krouiñ liammoù ha troioù nevez etre ar gwenojennoù-se, lakaat war-wel pinvidigezhioù pep kumun (peulvennoù, stankoù da gannañ, feutennioù, fornioù evit poazhañ bara…), digeriñ gwenojennoù nevez, gwelaat an doareoù da hentchañ an dud…

Kaset e vije ar raktres-se asambles gant an dilennidi hag an 10 kumun bodet en Emglev Kumunioù :

  • Boulvriag
  • Pont Melvez
  • Mousteru
  • Koadoud
  • St Rien
  • Senven-Lehard
  • Plijidi
  • Kerber
  • Magor
  • Kerien

An 10 kumun-se a zo tost-tre ouzh koadoù bras Koad Meur hag Avaugour (Kuzul Meur Departamant Aodoù an Arvor a zo perc’henn warne) ha rinier an Trev a dremen e-kichen. Eno e kaver ur gwir binvidigezh a fed Glad ha Natur hag e talv a boan teurel ur sell oute. Amañ dindan e kavfet pajennoù evit reiñ c’hoant deoc’h da dont d’ober baleadennoù :

Baleadenn sonet ha kanet – Koad Avaugour – Miz Here 2006
Baleadenn sonet e Plijidi – Miz Gwengolo 2007

2/ Kendiviz ha labourioù kaset war doareoù kelenn an divyezhegezh

Kendiviz d’ar 24 ha d’ar 25 a viz Here 2005

150 kelenner a oa en em gavet e Plijidi ha Boulvriag d’ar 24 ha d’ar 25 a viz Here 2005 evit 2 devezh eskemm ha stummadur.
Prezegenn Josep Maria Artigal – Plijidi d’ar 24 a viz Here 2005

Programm Kendiviz 2005 dre ar munut

5 prezegenn gant klaskourien ha kelennerien Skolioù Meur barrek war an doareoù kelenn evit an eil yezhoù :

  • Lukian KERGOAT (Skol Veur Breizh Uhel Roazhon II)
  • Josep Maria ARTIGAL (Barcelona – Bro Gatalunia)
  • Itziar ELORZA (San Sebastian – Bro Euskadi)
  • Jacques MONTREDON (Skol Veur Besançon)
  • André CLEMENT (IUFM Mende – Lozère)

3 stal-labour

  • Stal-labour « Kentañ Derez »
  • Stal-labour « Eil Derez »
  • Stal-labour « Kelenn d’an Oadourien »

Un daol-grenn gant dilennidi eus ar vro, eus an Departamant hag ar Rannvro, gant tud e-karg eus ar c’helenn evit ar brezhoneg hag ar sevenadur e-barzh an Deskadurezh Stad.

Posubl eo goulenn Aktoù ar C’hendiviz kentañ a zo bet embannet e 2008 gant Studi ha Dudi.

Kendiviz “Yezh-Plijadur-Deskiñ” 2010

Pellgargit ar follenn enskrivañ

D’al Lun 25 ha d’ar Meurzh 26 a viz Here 2010 vo aozet gant Studi ha Dudi evit krouiñ un eil kendiviz war an divyezhegezh evit ma vefe un darvoud e Breizh gouestlet d’an doareoù kelenn evit ar brezhoneg. 150 kelenner bennak a oa en em gavet e 2005 evit eskemm war danvez o vicher, war o doareoù kelenn…

Kaset e vo an aozañ gant Studi ha Dudi ha kenaozet ar c’hendiviz-se gant ur skipailh sturiañ :

  • Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (U.G.B.) a stroll ar gelennerien a labour gant ar brezhoneg (pe a gelenn brezhoneg) e kement skol zo (Skolioù Diwan, klasoù divyezhek an Deskadurezh Stad, klasoù divyezhek an Deskadurezh Katolik).
  • D.A.O. (Deskiñ d’an Oadourien) a vod an aozadurioù kelenn evit an oadourien

Aktoù ar c’hendiviz 2010