Stajoù brezhoneg

Digor eo ar stajoù brezhoneg d’an holl, deraouidi rik pe tud barrekoc’h c’hoant gante mont pelloc’h gant ar yezh.

C’hoant ho peus da zeskiñ brezhoneg

  • evit komz gant ho familh, ho mignoned, ho amezeien,
  • evit mont donoc’h war-zu ho kruioù,
  • evit gallout komz gant ho pugale skoliataet e brezhoneg ha sikour anezhe gant o labour skol,
  • evit labourat war ur raktres micher troet war-zu ar brezhoneg ha ar sevenadur,
  • pe nemetken evit kaout plijadur…

Studi ha Dudi a glask respont d’ho ezhommoù en ur aozañ daou stumm stajoù brezhoneg :

  • ur roll a eizh staj daou devezh dasparzhet war 8 dibenn-sizhun etre miz Here ha miz Mae.
  • daou staj war ur sizhunvezh (etre al lun hag ar gwener) : an hini kentañ e-pad ar vakañsoù goañv (e miz C’hwevrer) hag an eil e-pad an hañv (fin miz Gouere – penn kentañ miz Eost)

An dud degemeret

Ar stajoù-se a degemer tud o kregiñ gant ar yezh (deraouidi rik pe falz deraouiidi) kenkoulz ha tud barrekoc’h c’hoant gante mont pelloc’h gant ar yezh komzet. Gant pep staj e vez savet 2 live d’an nebeutañ (betek 4 live a-wechoù) evit ma glotfe ar c’hentelioù gant ezhommoù ha liveoù an dud enskrivet.
Ar stajoù aozet gant « Studi ha Dudi » a sikour ar stajidi evit ma vefent gouest da gaout un implij aes eus ar brezhoneg komzet er vuhez pemdeziek, da lârout eo :

  • bezañ gouest da gomz en un doare sklaer, aes ha flour,
  • bezañ gouest da gompren dre vras pe dre ar munut kaozioù boutin pe teknik hervez an temoù implijet gant an dud,
  • bezañ gouest d’ober gant ar brezhoneg er vuhez sokial pe el labour ha d’en em zibad hervez an degouezioù.

Doareoù kelenn :

An doareoù kelenn implijet a lak ar stajidi e-barzh kreiz ar jeu hag a vroud anezhe da gomz ha da gaout un implij eus ar brezhoneg komzet. Program ar stajoù a zo diazezet war ar poelladennoù e kaver e-barzh an 3 levr embannet evit an hentenn OULPAN (1 – 2 – 3). An hentenn-se a zo bet krouet gant Nikolas DAVALAN diwar doareoù stummañ implijet abaoe pell evit deskiñ an Hebraeg hag adframmet abaoe evit yezhoù all evel ar C’hembraeg da skouer.

Diazezet war hini a vez o teskiñ ar yezh, an hentenn-se a lak ar gomz da bal pennañ ha bount war ar memes tro an deskard da vezañ buan-tre mestr war an deskiñ. Ar gelennerien a glok ivez ar poeladennoù tennet ouzh an hentenn-se gant poeladennoù all krouet gante pe dastumet gante e lec’h all.

Prizioù

  • skodenn da Studi ha Dudi : ………………………….. 7€
  • un devezh staj brezhoneg
    priz leun : ………………………………………………………. 40 €
    priz gant un distaol (*) : ……………………………… 35 €
  • komanant 4 devezh staj (priz evit 4 staj paeet en a-raok)
    priz leun : ………………………………………………………. 150€
    priz gant un distaol (*) : ……………………………… 130€
  • pred kreisteiz : ……………………………………………… 12 €
  • bod : ……………………………………………………………….. 13 €

(*) An dud a c’hall kaout un distaol : tud dilabour, studierien, koubladoù
Ar prizioù menneget a-us a zo evit an dud a bae o staj o unan kuit da sikour ebet. (kit da wellout an titouroù war ar sikourioù a c’hallit kaout).

Enskrivadurioù

Ne vez degemeret an enskrivadur nemet pa vez resevet ar follenn enskrivañ asambles gant ur rakpaeamant a 50 €, 20€ evit un devezh (ar rakpaeamant ne vo ket restaolet ma ne zeuit ket d’ar staj).

Ur staj a c’hall bezañ nullet ma n’en em gav ket a-walc’h a dud evit ur staj-se.

Deiziadur

Devezh staj etre 9 eur hanter beure ha 5 eur hanter goude merenn

  • 13 a viz Here 2018
  • 10 a viz Du 2018
  • 8 a viz Kerzu 2018
  • 12 a viz Genver 2019
  • 9 a viz C’hwevrer 2019
  • 2 a viz Meurzh 2019
  • 6 a viz Ebrel 2019
  • 18 a viz Mae 2019

Stajoù war un sizhunvezh : deus an 18 betek an 22 a viz c’hwevrer 2019 ha deus an 15 betek an 19 a viz gouere 2019

Bod

Daou di gant kambreier ez eus gant Kreizenn Studi ha Dudi e Plijidi (kambroù gant 3 pe 4 gwele daou estaj). Pep hini a renk degas gantañ (ganti) liñselioù hag ur sach kousket.

Posubl eo kaout logeiz ivez tro war-dro m’ho peus c’hoant : jitoù pe B&B war kumunioù ar c’hanton, pe e Gwengamp (15 km).

 

Muioc’h a ditouroù : stages@studi-ha-dudi.bzh pe02.96.13.10.69