Stajoù sonnerezh ha kan

Roll stajoù Studi ha Dudi

Aozet e vez bep bloaz gant Studi ha Dudi ur roll stajoù sonerezh, kan ha dañs. Ar stajoù savet ganeomp a glask broudañ sonerezh hengounel Breizh hag hor sevenadur. Un darn oute a ro plas ivez da binvioù all implijet an deiz a-herie en hor sevenadur pe da stummoù nevez.

An doareoù kelenn a zo diazezet war an doareoù kozh da zeskiñ ar c’han pe ar sonerezh : deskiñ en ur selaou pe sellout, deskiñ an stummoù implijet gwechall, goût hiroc’h war istor hor sevenadur, hor c’han, hor sonerezh.

2 roll stajoù a vez savet ganeomp bep bloaz :

  • ur roll stajoù war un devezh pe 2 e-pad 8 dibenn sizhun etre miz Here ha miz Mae. (pleg-dibleg 2018-2019)
  • ur staj hañv (fin miz Gouere) gant stalioù labour gouestlet d’ar c’han-ha-diskan pe d’ar sonerezh.

Prizioù

  • skodenn da Studi ha Dudi : …………………………… 7 €
  • un devezh staj
    priz leun : ………………………………………………………. 48 €
    priz gant un distaol (*) : …………………………………. 45 €
  • pred kreisteiz : ……………………………………………… 12 €
  • bod : …………………………………………………………….. 13 €

(*) An dud a c’hall kaout un distaol : tud dilabour, studierien, koubladoù

Ar prizioù menneget a-us a zo evit an dud a bae o staj o unan kuit da sikour ebet. (kit da wellout an titouroù war ar sikourioù a c’hallit kaout).

Enskrivadurioù

Ne vez degemeret an enskrivadur nemet pa vez resevet ar follenn enskrivañ asambles gant ur rakpaeamant a 50 €, 20€ evit un devezh (ar rakpaeamant ne vo ket restaolet ma ne zeuit ket d’ar staj).

Ur staj a c’hall bezañ nullet ma n’en em gav ket a-walc’h a dud evit ar staj-se.

A bep seurt

  • Live : Goulet e vez ul live diazez war ar binvioù evit ar c’hoarierien sonerezh.
    Hor stajoù ne degemer ket an dud a zo nevez krog gant ur benveg evit c’hoari sonerezh.
  • Dafar : degas peadra da enrollañ (MD, dafar enrollañ…).
  • Eurioù: etre 9e30 ha 17e30
  • Bod: Daou di gant kambroù ez eus gant Kreizenn Studi ha Dudi e Plijidi (kambroù gant 3 pe 4 gwele daou estaj). Pep hini a renk degas gantañ (ganti) liñselioù hag ur sach kousket.
    Posubl eo kaout logeiz ivez tro war-dro m’ho peus c’hoant : jitoù pe B&B war kumunioù ar c’hanton, pe e Gwengamp (15 km).