Echu eo

Serret eo he stal gant Studi ha Dudi, siwazh. N’halle ket ar gevredigezh mont pelloc’h gant an diaesterioù a bep seurt a oa warni. Graet hon eus ur pennad mat a hent memes tra o stummañ ar re a zo deuet da zeskiñ brezhoneg, o reiñ un digarez d’en em gavout gant sonerien ampart ar vro, o kinnig kampoù vakañsoù, prezegennoù a-wechoù ha traoù zo c’hoazh.

Trugarez d’an holl a zo deuet da kemer perzh mod pe vod.

N’eo ket echu gant ar stajoù brezhoneg ha sonerezh, e Plijidi, memes tra. Kroget eo er vazh gant Ti ar Vro Gwengamp ha gant hini Kawan. Adlañsañ a raint anezhe adalek miz Here 2021. Kit e darempred gante evit gouzout hiroc’h :
Ti ar Vro Gwengamp : 09 96 44 27 88 ; kenurzhierezh@tiarvro-gwengamp.bzh
Ti ar Vro Kawan : 02 96 49 80 55 ; contact@tiarvro22.bzh