Roll stajoù Studi ha Dudi
Aozet e vez bep bloaz gant Studi ha Dudi ur roll stajoù sonerezh, kan ha dañs. Ar stajoù savet ganeomp a glask broudañ sonerezh hengounel Breizh hag hor sevenadur. Un darn oute a ro plas ivez da binvioù all implijet an deiz a-herie en hor sevenadur pe da stummoù nevez.
An doareoù kelenn a zo diazezet war an doareoù kozh da zeskiñ ar c’han pe ar sonerezh : deskiñ en ur selaou pe sellout, deskiñ an stummoù implijet gwechall, goût hiroc’h war istor hor sevenadur, hor c’han, hor sonerezh.
2 roll stajoù a vez savet ganeomp bep bloaz :
- ur roll stajoù war un devezh pe 2 e-pad 8 dibenn sizhun etre miz Here ha miz Mae. (pleg-dibleg 2018-2019)
- ur staj hañv (pleg-dibleg 2019) gant stalioù labour gouestlet d’ar c’han-ha-diskan pe d’ar sonerezh.
Prizioù
- skodenn da Studi ha Dudi : …………………………… 7 €
- un devezh staj
priz leun : ………………………………………………………. 48 €
priz gant un distaol (*) : …………………………………. 45 € - pred kreisteiz : ……………………………………………… 12 €
- bod : …………………………………………………………….. 13 €
(*) An dud a c’hall kaout un distaol : tud dilabour, studierien, koubladoù
Ar prizioù menneget a-us a zo evit an dud a bae o staj o unan kuit da sikour ebet. (kit da wellout an titouroù war ar sikourioù a c’hallit kaout).
Enskrivadurioù
Ne vez degemeret an enskrivadur nemet pa vez resevet ar follenn enskrivañ asambles gant ur rakpaeamant a 50 €, 20€ evit un devezh (ar rakpaeamant ne vo ket restaolet ma ne zeuit ket d’ar staj).
Ur staj a c’hall bezañ nullet ma n’en em gav ket a-walc’h a dud evit ar staj-se.
A bep seurt
- Live : Goulet e vez ul live diazez war ar binvioù evit ar c’hoarierien sonerezh.
Hor stajoù ne degemer ket an dud a zo nevez krog gant ur benveg evit c’hoari sonerezh. - Dafar : degas peadra da enrollañ (MD, dafar enrollañ…).
- Eurioù: etre 9e30 ha 17e30
- Bod: Daou di gant kambroù ez eus gant Kreizenn Studi ha Dudi e Plijidi (kambroù gant 3 pe 4 gwele daou estaj). Pep hini a renk degas gantañ (ganti) liñselioù hag ur sach kousket.
Posubl eo kaout logeiz ivez tro war-dro m’ho peus c’hoant : jitoù pe B&B war kumunioù ar c’hanton, pe e Gwengamp (15 km).